Otto Hahn
Neuz
Otto Hahn a oa ur c'himiour alaman, ganet d'an 8 a viz Meurzh 1879 e Frankfurt am Main ha marvet d'an 28 a viz Gouere 1968 e Göttingen.
Ganet eo bet en ur familh gweraerien, deuet da vezañ bras o embregerezh. Pa oa bugel c'hoazh e oa e dad gant ar soñj lakaat anezhañ da studiañ an arkitektouriezh. D'ar mare-se eo e krogas Otto Hahn gant e daolioù-arnod kentañ e-barzh ti-kouez e dud. Brudet edo dija evit e vemor vras. E 1944 e resevas priz Nobel ar gimiezh. Lesanvet eo bet "Tad ar gimiezh nukleel".